Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.

Istor KLT

Gwel

Lavaret sklaer a ra K.L.T. ez eo par-ouzh-par holl sevenadurioù ha yezhoù ar bed a-fet dinentez. Doujañs hag anaoudegezh a zleer dezhe. Hon identelezhioù kemmesket  a zo gwriziennet er yezh, er sonerezh, en dañs hag e gladoù all ha troet war-zu talvoudoù hollvedel Mab-den. Bevomp asambles en ur bed pinvidik gant e sevenadurioù disheñvel !

Kefridi

Labourat a ra K.L.T. evit ma vo perc'hennet sevenadur Breizh, e kement stumm a zo,  gant an dud. Stourm a ra K.L.T. peurgetket evit un divyezhegezh brezhoneg-galleg kempouez er vuhez sokial, m'en devo ar brezhoneg, benveg ar soñjal, e blas er vuhez pemdez, er vuhez publik, er mediaoù... Lusket eo hon holl obererezhioù gant ar c'hoant da vezañ digor ha da gaout doujañs ouzh an disheñvelderioù. 

Lizher kelaouiñ KLT

Nevezentioù KLT

6538f4d4802fa07e040ac8c9.webp
Merc'her 26 a viz C'Hwevrer 2025
Ostaleri An Tempo e Montroulez
8e30 noz
Digoust
Embannet gant ar gevredigezh
K.L.T.
Erwan Le Pipec alle ge e 1 .jpg
Merc'her 22 a viz Genver 2025
8e30 noz
E ti K.L.T. - Skol Vreizh er Manu
41 Kae Leon e Montroulez
Digoust
Embannet gant ar gevredigezh
K.L.T.
128514371.jpg
Manifestateg e Plouezoc'h
Sadorn 22 a viz Meurzh 2025
Evit derc'hel an anvioù-lec'h brezhonek
Embannet gant ar gevredigezh
K.L.T.
DSC05837 1.jpg
Ouzhpenn 100 DVD da amprestiñ
Embannet gant ar gevredigezh
K.L.T.
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam